Luke 11:24-26

Breton(i) 24 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h, da glask diskuizh, ha ne gav ket; neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; 25 pa zeu, e kav anezhañ skubet ha kempennet. 26 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ.