John 8:41-42

Breton(i) 41 C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont eta dezhañ: Ni n'omp ket bet ganet eus un avoultriezh; un Tad hepken hon eus, Doue eo. 42 Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, abalamour ma'z on deuet eus Doue, hag a-berzh Doue e teuan; rak n'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset.