John 5:24-29

Breton(i) 24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. 25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo. 26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e-unan, 27 hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den. 28 Na vezit ket eta souezhet a gement-se; rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh an holl re a zo er bezioù, ha ma'z aint er-maez: 29 ar re o devo graet mat, en adsavidigezh a vuhez; hag ar re o devo graet fall, en adsavidigezh a varn.