John 3:26-30

Breton(i) 26 Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout. 27 Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv. 28 C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ. 29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo. 30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat.