John 1:14-18

Breton(i) 14 Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad. 15 Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon. 16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras. 17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist. 18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.