John 12:20-22

Breton(i) 20 Met, bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel. 21 Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea; hag, o pediñ anezhañ, e lavarjont dezhañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz. 22 Filip a zeuas hag a lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.