Bible verses about "sheep" | Breton

Matthew 26:31

31 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet.

Matthew 10:16

16 Setu, e kasan ac'hanoc'h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered, ha eeun evel koulmed.

John 10:1-16

1 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na da ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant. 2 Met an hini a ya dre an nor, eo mesaer an deñved. 3 Ar porzhier a zigor dezhañ an nor, hag an deñved a glev e vouezh; gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv, hag e kas anezho er-maez. 4 Ha p'en deus lakaet er-maez e zeñved e-unan, e vale a-raok dezho, hag an deñved a heul anezhañ, abalamour ma'c'h anavezont e vouezh. 5 Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi. 6 Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho. 7 Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved. 8 An holl re a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet. 9 Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan. 10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; met me a zo deuet evit m'o devo va deñved ar vuhez ha ma vint er fonnuster. 11 Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved. 12 Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an deñved n'int ket dezhañ; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h; ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho. 13 An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour, ha ne gemer ket preder eus an deñved. 14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto, 15 evel ma'c'h anavez va Zad ac'hanon, hag evel ma'c'h anavezan va Zad; ha reiñ a ran va buhez evit va deñved. 16 Deñved all am eus ha n'int ket eus an tropell-mañ; ret eo din ivez degas anezho; hag e klevint va mouezh, ha ne vo nemet ur bagad, hag ur mesaer hepken.

Matthew 7:15

15 Diwallit diouzh ar fals-profeded, a zeu d'ho kavout gwisket e deñved, hag a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.

John 21:17

17 Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.

John 10:11

11 Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.

Luke 15:4-7

4 Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant dañvad, ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro, evit mont da glask an hini a zo kollet, betek m'en deus e gavet? 5 Ha piv, o vezañ e gavet, n'en laka war e zivskoaz gant levenez, 6 hag, o vezañ deuet d'ar gêr, ne c'halv e vignoned hag e amezeien, ha ne lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet? 7 Me a lavar deoc'h, e vo muioc'h a levenez en neñv evit ur pec'her hepken hag en deus keuz, eget na vo evit naontek ha pevar-ugent ha n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh.

Matthew 9:36

36 O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep pastor.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.