Bible verses about "sabbath" | Breton

Luke 4:16

16 Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn.

Mark 2:28

28 Dre-se Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.

Luke 23:56

56 Hag o vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù a c'hwez-vat ha frondoù, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn.

Mark 2:27

27 Neuze e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den, neket an den evit ar sabad.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.