19 Na zastumit ket teñzorioù deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont;
20 met dastumit teñzorioù evidoc'h en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron, ha na skrapont ket.
21 Rak el lec'h ma'z emañ da deñzor, eno ivez e vo da galon.
Bible verses about "riches" | Breton
Matthew 6:19-21
Matthew 6:24
24 Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Luke 16:13
13 Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr; rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Luke 12:15
15 Neuze e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni; rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.