Bible verses about "adultery" | Breton

Matthew 5:32

32 Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.

Matthew 5:27-28

27 Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret [d'ar re gozh]: Ne ri ket avoultriezh. 28 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.

John 8:4-11

4 e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet souprenet oc'h ober avoultriezh, 5 ha Moizez en deus gourc'hemennet deomp meinata an hevelep dud; te eta, petra a lavarez a gement-se? 6 Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ, evit gallout e damall. Met Jezuz, o vezañ en em bleget, a skrive gant e viz war an douar. 7 Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti. 8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrive war an douar. 9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, betek ar re diwezhañ, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz. 10 Neuze Jezuz, o vezañ savet, evel na wele den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den barnet ac'hanout? 11 Hi a respontas: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Me ne varnan ket ac'hanout kennebeut; kae ha na bec'h ken.

Luke 16:18

18 Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant he gwaz, a ra avoultriezh.

Matthew 19:9

9 Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, [ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh].

Matthew 5:28

28 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.

Topical data is from OpenBible.info, retrieved November 11, 2013, and licensed under a Creative Commons Attribution License.