Mark 6:15 Cross References - Breton

15 Re all a lavare: Elia eo; ha re all: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.

Matthew 16:14

14 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.

Matthew 17:10-11

10 An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ? 11 Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra.

Matthew 21:11

11 Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.

Mark 8:28

28 Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded.

Mark 9:12-13

12 Respont a reas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra; ha Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù, ha bezañ disprizet. 13 Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, ha penaos o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet, evel ma'z eo skrivet diwar e benn.

Mark 15:35-36

35 Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia. 36 Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn.

Luke 1:17

17 hag e valeo dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale, hag ar re disentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.

Luke 7:16

16 Ar spont a grogas enno holl, hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo bet savet en hon touez, ha Doue a zo deuet da welout e bobl.

Luke 7:39

39 Ar farizian en devoa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.

Luke 9:8

8 re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all unan eus ar brofeded kozh a oa adsavet a varv.

Luke 9:19

19 Int a respontas: Darn a lavar out Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded adsavet a varv.

John 1:21

21 Hag e c'houlennjont outañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann.

John 1:25

25 Goulenn a rejont outañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?

John 6:14

14 An dud-se, o welout ar mirakl en devoa Jezuz graet, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.

John 7:40

40 Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed.

John 9:17

17 Lavarout a rejont a-nevez d'an dall: Ha te, petra a lavarez diwar e benn, p'en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a respontas: Ur profed eo.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.