Mark 4:3 Cross References - Breton

3 Selaouit. Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ;

Matthew 13:3

3 Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù, hag e lavaras:

Matthew 13:24

24 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.

Matthew 13:26

26 Pa voe kresket ar geot, ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.

Mark 4:9

9 Hag e lavaras dezho: ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

Mark 4:14

14 An hader a had ger Doue.

Mark 4:23

23 Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.

Mark 4:26-29

26 Lavarout a reas c'hoazh: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel ma taolfe un den had en douar; 27 pe e kousk, pe e sav, noz pe deiz, an had a ziwan hag a gresk hep ma oar penaos. 28 Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn. 29 Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ, dre ma'z eo prest an eost.

Mark 7:14-15

14 Neuze, o vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon, ha komprenit kement-mañ: 15 Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a ya ennañ, ne c'hell e huduraat; met ar pezh a zeu eus an den, ar re-se eo a hudura anezhañ.

Luke 8:5-8

5 Un hader a yeas er-maez evit hadañ e had, hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het, ha laboused an neñv he debras holl. 6 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has abalamour ma n'he devoa ket a c'hlebor. 7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; ar spern a savas gant ar greun hag o mougas. 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krie: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

John 4:35-38

35 Ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad, ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost. 36 An hini a ved en deus ur gopr, hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved. 37 Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, hag unan all eo ar meder. 38 Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret; reoù all o deus labouret, ha c'hwi a zo aet war o labour.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.