Luke 3:9 Cross References - Breton

9 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.

Matthew 3:10

10 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.

Matthew 7:19

19 Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan.

Luke 13:7

7 Neuze e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ, ha ne gavan ket; troc'h anezhi; perak e talc'h lec'h en aner en douar?

Luke 13:9

9 Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket, e troc'hi anezhi goude.

Luke 23:29-31

29 rak deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet, hag an divronn n'o deus ket maget! 30 Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar grec'hiennoù: Goloit ac'hanomp! 31 Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?

John 15:6

6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank, hag e sec'h; neuze e tastumer ar brankoù, o zaoler en tan hag e tevont.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.