John 21:3 Cross References - Breton

3 Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Ni a ya ivez ganit. Mont a rejont, hag e pignjont er vag; met ne dapjont netra en noz-se.

Matthew 4:18-20

18 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 19 Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 20 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.

Luke 5:5

5 Simon a respontas dezhañ: Mestr, ni hon eus labouret e-pad an noz hep tapout netra; koulskoude, war da c'her, e taolin ar roued.

Luke 5:10-11

10 kenkoulz evel e Jakez ha Yann, mibien Zebedea, kenvreudeur da Simon. Neuze Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud. 11 Hag o vezañ degaset o bagoù d'an douar, e kuitajont pep tra, hag e heuilhjont anezhañ.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.