John 10:41 Cross References - Breton

41 Kalz a dud a zeuas d'e gavout, hag e lavarent: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet; met kement-holl en deus Yann lavaret eus an den-mañ a zo gwir.

Matthew 3:11-12

11 Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan. 12 E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.

Matthew 4:23-25

23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl. 24 Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho. 25 Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.

Matthew 14:2

2 Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.

Mark 1:37

37 O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout.

Luke 5:1

1 Evel ma oa Jezuz war aod lenn Genezared, ar bobl en em daole warnañ evit klevout ger Doue.

Luke 7:26-30

26 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. 27 Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a gempenno an hent a-raok dit. 28 Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ. 29 An holl dud o deus e glevet, hag ar bublikaned ivez; disklêriet o deus reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann. 30 Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'o deus ket graet o badeziñ gantañ, o deus disprizet menoz Doue evito.

Luke 12:1

1 War gement-se, ar bobl o vezañ en em zastumet dre vilieroù, ken ma kerzhent an eil war egile, Jezuz en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.

John 1:27

27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.

John 1:29-30

29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed. 30 Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.

John 1:33-34

33 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel. 34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.

John 2:11

11 Jezuz a reas ar c'hentañ mirakl-mañ e Kana Galilea, hag e tiskouezas e c'hloar; e ziskibien a gredas ennañ.

John 3:26-36

26 Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout. 27 Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv. 28 C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ. 29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo. 30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat. 31 An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl; 32 reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni. 33 An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion. 34 Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul. 35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn. 36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.