John 10:30 Cross References - Breton

30 Me hag an Tad a zo unan.

Matthew 11:27

27 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.

Matthew 28:19

19 It eta, grit diskibien eus an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,

John 1:1-2

1 Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. 2 Er penn-kentañ e oa gant Doue.

John 5:17

17 Met Jezuz a lavaras dezho: Va Zad a labour betek vremañ, ha me a labour ivez.

John 5:23

23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.

John 8:58

58 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon.

John 14:9

9 Jezuz a lavaras dezhañ: Keit all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha te ne'c'h eus ket va anavezet! Filip, an hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos eta e lavarez: Diskouez deomp an Tad?

John 14:23

23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ.

John 16:15

15 Kement en deus an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din, hag en disklêrio deoc'h.

John 17:10

10 Ha kement a zo din, a zo dit; hag ar pezh a zo dit, a zo din; hag enno e vez roet gloar din.

John 17:21-23

21 evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon o Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed eo te ac'h eus va c'haset. 22 Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan, evel ma'z omp ni unan, 23 me enno, ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset, hag e karez anezho evel ma ec'h eus va c'haret.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.