John 10:11 Cross References - Breton

11 Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.

Matthew 20:28

28 Evel-se eo deuet Mab an den, neket evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.

John 10:14-15

14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto, 15 evel ma'c'h anavez va Zad ac'hanon, hag evel ma'c'h anavezan va Zad; ha reiñ a ran va buhez evit va deñved.

John 10:17-18

17 Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer. 18 Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad.

John 15:13

13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.