Matthew 25:1-10

Breton(i) 1 Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemer o lampoù ganto, hag a ya da ziaraogiñ ar pried. 2 Pemp anezho a oa diskiant, ha pemp a oa fur. 3 Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto. 4 Ar re fur a gemeras eoul en o fodoù, gant o lampoù. 5 Evel ma talee ar pried da zont, e voredjont holl hag e kouskjont. 6 Met, war-dro hanternoz, e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok! 7 Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù. 8 Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ. 9 Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh, ha prenit evidoc'h. 10 E-pad ma'z aent da brenañ, e teuas ar pried; ar re a oa prest a zeuas gantañ d'an eured, hag e voe serret an nor.