Mark 6:17-27

Breton(i) 17 Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa graet e eren er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en devoa he dimezet. 18 Ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket grataet dit kaout gwreg da vreur. 19 Dre-se, Herodiaz he devoa droug outañ, hag e c'hoantae e lakaat d'ar marv; met ne c'helle ket, 20 rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel; prederius e oa en e geñver; ober a rae memes kalz a draoù eus e alioù, hag en selaoue gant plijadur. 21 Met un devezh mat a zeuas. Herodez, dre ma oa deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea. 22 Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, o vezañ dañset, hag o vezañ plijet da Herodez ha d'ar re en devoa pedet, ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit. 23 Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh. 24 O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour. 25 Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour. 26 Ar roue a voe glac'haret bras; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi. 27 Hag e kasas raktal unan eus e warded, hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,