Mark 4:11-13

Breton(i) 11 Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h-hu [da anavezout] traoù kuzhet rouantelezh Doue; met evit ar re a-ziavaez, pep tra a zo lavaret dre barabolennoù, 12 evit o welout, e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout, e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent, ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù. 13 Hag e lavaras dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos e komprenot ar re all?