Mark 3:13-19

Breton(i) 13 Pignat a reas neuze war ur menez, hag e c'halvas ar re a felle dezhañ, hag e teujont d'e gavout. 14 Hag e lakaas daouzek anezho, da vezañ gantañ, evit o c'has da brezeg, 15 hag evit kaout ar galloud [da yac'haat ar re glañv ha] da gas kuit an diaoulien. 16 Bez' e oant: Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; 17 Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo, mibien ar c'hurun; 18 Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat, 19 ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. Neuze e tistrojont d'an ti;