Luke 21:34-36

Breton(i) 34 Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, ar vezventi, ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm. 35 Rak dont a raio evel ur roued, da soupren an holl re a chom war gorre an douar. 36 Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù a dle c'hoarvezout, ha da chom dirak Mab an den.