John 9:39-41

Breton(i) 39 Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel. 40 Hag hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall? 41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.