John 2:5-8

Breton(i) 5 E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h. 6 Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri muzuliad. 7 Jezuz a lavaras dezho: Leugnit a zour al listri-se; hag e kargjont anezho leun-barr. 8 Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ, ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont.