John 19

Breton(i) 1 Pilat eta a gemeras Jezuz, hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet. 2 Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn, hag a wiskas anezhañ gant ur vantell vouk. 3 Hag e lavarent dezhañ: Roue ar Yuzevien, ni a salud ac'hanout; hag e roent jodadoù dezhañ. 4 Pilat o vezañ aet a-nevez er-maez a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez, evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ. 5 Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell vouk; ha Pilat a lavaras dezho: Setu an den. 6 Met pa welas ar veleien vras hag ar servijerien anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ; rak me ne gavan torfed ebet ennañ. 7 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ni hon eus ul lezenn, hag hervez hol lezenn e tle mervel, abalamour ma'z eo en em raet Mab Doue. 8 Pilat, o klevout ar ger-se, en devoe c'hoazh muioc'h a zoujañs. 9 Distreiñ a reas eta er pretordi, hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ. 10 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? N'ouzout ket em eus ar galloud da lakaat kroazstagañ ac'hanout, hag ar galloud da'z leuskel da vont? 11 Jezuz a respontas dezhañ: Te ne'z pije galloud ebet warnon, ma ne vije ket bet roet dit diouzh krec'h; setu perak an hini en deus va lakaet etre da zaouarn en deus graet ur pec'hed brasoc'h. 12 Adalek neuze Pilat a glaske e leuskel; met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar; rak piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar. 13 Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez, hag a azezas war e gador-varn, el lec'h galvet ar Pavez, hag en hebraeg Gabbata 14 (met kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur); hag e lavaras d'ar Yuzevien: Setu ho roue. 15 Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: Ni n'hon eus roue all ebet nemet Kezar. 16 Neuze e roas anezhañ dezho evit bezañ kroazstaget. Kemer a rejont eta anezhañ hag e kasjont Jezuz ganto. 17 Ha Jezuz, o tougen e groaz, a zeuas el lec'h anvet ar C'hlopenn, hag a zo en hebraeg Golgota. 18 Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu, hag unan all en tu all, ha Jezuz er c'hreiz. 19 Pilat a reas ivez ur skrid, hag en lakaas war ar groaz; ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN. 20 Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; skrivet e oa en hebraeg, e gresianeg hag e latin. 21 Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien. 22 Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet. 23 Goude m'o devoe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad, hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep hini; kemer a rejont ivez ar sae; met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn, adalek krec'h betek traoñ. 24 Lavaret a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi, met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe, evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord. Evel-se e reas ar soudarded. 25 Mamm Jezuz, ha c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz. 26 Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab. 27 Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di. 28 Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa peurc'hraet holl, a lavaras, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: Sec'hed am eus. 29 Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr, hag o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henou. 30 P'en devoa Jezuz kemeret ar gwinegr e lavaras: Peurc'hraet eo pep tra! Hag, o vezañ pleget e benn, e roas ar spered. 31 Met, ar Yuzevien, gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz deiz ar sabad (rak kempennadur ar Pask e oa, hag ar sabad-se a oa un deiz bras), a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar d'ar re groazstaget, ha ma vijent tennet ac'hane. 32 Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ. 33 Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar. 34 Koulskoude unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e tilamas anezhañ gwad ha dour. 35 An hini en deus gwelet a ro testeni a gement-se (hag e desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar gwir), evit ma kredot. 36 Ha kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret. 37 Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet. 38 Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz. 39 Nikodem, an hini, er penn-kentañ, a oa aet en noz da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur eus ur veskadenn mir hag aloez. 40 Kemer a rejont eta korf Jezuz, hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù a c'hwezh-vat, evel m'o devoa ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ. 41 Setu, e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget, hag el liorzh ur bez nevez na oa bet c'hoazh lakaet den ennañ. 42 Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien hag ivez dre ma oa tost ar bez.