John 14:9-11

Breton(i) 9 Jezuz a lavaras dezhañ: Keit all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha te ne'c'h eus ket va anavezet! Filip, an hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos eta e lavarez: Diskouez deomp an Tad? 10 Ha ne gredez ket on-me en Tad, hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan; met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù a ran. 11 Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad, hag emañ an Tad ennon; pe kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se memes.