John 10:30-33

Breton(i) 30 Me hag an Tad a zo unan. 31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata. 32 Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a oberoù mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon? 33 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue.